Charles Cornic du Chesne Krogit e-barzh ! Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ. Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ. Charles Cornic du Chesne, ganet d'ar 5 a viz Gwengolo 1731 e Plouyann, ha marvet eno d'an 12 a viz Gwengolo 1809, a oa ofiser war vor ha kourser. Ganet e oa e kastell Susunioù e Plouyann (ur gumun enteuzet e Montroulez hiziv), ha pa oa paramantour e dad e krogas da verdeiñ evel mous war listri e dad. Pleustriñ a reas ar vicher pesketaer en Douar-Nevez. Ar brezel kourserezh a reas, ha tapout meur a lestr saoz karget gant danvezioù prizius eus an Indez. Evit an taolioù-kaer-se e voe anvet da gabiten lestr-taner e 1761 ha da kabiten lestr e 1778. Echu ar brezel e krogas gant sevel tresoù ar porzhioù en aodoù eus Brest da Enez-Vriad ha lakaat balizennoù e Bae Montroulez. Pa voe anvet da goronal kanolierezh e Bourdel ez eas da du an Dispac'h gall hag e kuitaas ar servij e 1793. Distreiñ da Vontroulez a reas evit bezañ melestrer foran ha merour an traoù morel. |