Share to: share facebook share twitter share wa share telegram print page

 

C dans l'air

C dans l'air a zo un abadenn-skinwel bemdeziek gall, enni divizoù skignet war-eeun bep abardaez eus al Lun d'ar Gwener war-dro 5e 45 war La Cinquième, deuet da vezañ France 5, abaoe ar 17 a viz Gwengolo 2001.

Produet eo an abadenn gant Maximal Productions, ha kinniget e vez gant Caroline Roux hag Axel de Tarlé. Gant Yves Calvi e voe kinniget etre 2001 ha 2016.

Pennreolenn an abadenn

Dindan 65 minutenn e vez komzet eus sujedoù ar c'heleier hag an nevezenti dre ar bed (politikerezh, kevredigezh, ekonomiezh...). War ar bladenn skinwel e vez eus tri betek c'hwec'h den arbennik war ar sujed hag a zo pedet, gante alioù disheñvel evit ma c'hellfe chom neptu an tabut. Teir c'helaouadenn a vez e-pad an abadenn evit skeudennaouiñ sujed ha tabut an deiz.

Pedet e vez ar bellarvesterien da gas goulennoù dre internet pe dre SMS e-pad an abadenn. Goude pep kelaouadenn e vez kemeret ur goulenn kaset gant an arvesterien. Ar pemzek munutenn ziwezhañ a vez gouestlet evit respont d'ar goulennoù dibabet er re kaset gant an dud.

En un doare digoust e vez adskignet an abadenn war lec'hienn internet France 5 e-pad ur sizhunvezh goude ar skignadur orin. Aotreet e vez ivez an dud da adimplijout an abadenn er skolioù.

Skignadur

Skignet e vez an abadenn eus al lun d'ar Gwener tro 5e45 war France 5, hag adskignet tro 10e30 ha diouzh mintin goude tro 6e. Posupl eo ivez mont da welet an abadenn war lec'hienn internet France 5 e-pad ur sizhunvezh.

War-eeun e vez an abadenn, ha padout a ra 65 munutenn.

Istor

E miz Gouere 2006 e oa Thierry Guerrier (eilrener France Info e oa d'ar mare-se) oc'h erlec'hiañ Yves Calvi evit kinnig C dans l'air.

E distro-skol miz Gwengolo 2006 e kuitaas Thierry Guerrier France Info evit dont da vezañ joker Yves Calvi, ez ofisiel, pa ginnige hemañ Mots croisés war France 2 (bep pemzektez d'al Lun) pe e-pad e vakañsoù.

D'ar 25 a viz Gwengolo 2006 e lidas an abadenn C dans l'air he 1 000vet niverenn[1]. D'an 12 a viz Ebrel 2010 e voe skignet an abadenn niverenn 2 000, gant tem gwallzarvoud karr-nij ar prezidant polonat e Smolensk ha Polonia[2].

Rekordoù deglev

Rekord deglev C dans l'air a voe d'an 3 a viz Mae 2007 gant un abadenn gouestlet d'an tabut etre div dro an dilennadeg evit ar prezidant gall e 2007. 1,7 milion a dud o doa sellet ouzh an abadenn-se, da lavaret eo 16,8% eus al lodennoù marc'had[3].

D'ar 14 a viz Here 2009 e voe un deglev mat-tre gant an abadenn anvet « Sarko & fils », diwar-benn an afer Jean Sarkozy. Hervez Médiamétrie e oa 1,39 milion a dud o sellet ouzh an abadenn, da lavaret eo 13% eus an dud dirak o skinwel[4][5].

An dodennoù

En abadenn ez eus kaoz eus holl sujedoù pouezus ar c'heleier gall hag etrevroadel, gant un ersavusted efedus. Ar sujedoù-se a zo liesseurt-tre :

  • politikerezh gall ;
  • keleier etrevroadel (brezel, politikerezh, gwallreuz denegour, naturel, ekologel…) ;
  • ekonomiezh (dilabour, kresk, diloc'h, priz ar petrol…) ;
  • kevredigezh (eurediñ, advugelañ, relijion, vakañsoù, teknologiezhioù nevez…) ;
  • surentez, justis ;
  • sport.

An dud pedet

En abadenn e vez tud o tont alies evit komz eus sujed-mañ-sujed. Setu ul listenn eus ul lodenn eus an dud-se hervez an temoù :

War ar politikerezh gall
War ar Reter-Kreiz
War Afrika
War ar brezelioù hag ar bec'hioù
War Stadoù-Unanet Amerika
War Rusia
War an ekonomiezh
War ar Rouantelezh-Unanet
War ar relijion
War ar skiantoù

Prizioù

E 2005 he deus resevet an abadenn ul Laurier de l'information roet gant al Lauriers de la radio et de la télévision, hag a ro ur priz bep bloaz d'an abadennoù a gemer perzh e kresk ar sevenadur hiniennel.

Kondaonidigezh el lezvarn

Da heul abadenn an 11 a viz C'hwevrer 2005, gant an anv « Délinquance, la route des Roms », e voe tamallet C dans l'Air gant c'hevredigezhioù ar Romed, ar MRAP, al LICRA hag al Ligue française pour la défense des droits de l'homme et du citoyen, evit bezañ graet ur gourmesk etre ar Romed hag ar felliezh. Lavaret a raent e voe lavaret « Porajmos » (komzoù a-enep d'an dziganed) gant an dud pedet, ha ne oant ket laouen eus ar pezh en doa kinniget Yves Calvi, da lavaret eo e vefe eus ar Romed un aozadur aozet a glaskerien vara.

Daveoù

  1. (fr) Thibaut Le Breton, « C dans l’air : 1000 numéros et un vrai succès pour F5  » war toutelatele.com, 25 a viz Gwengolo 2006}}
  2. (fr) C dans l'air : Yves Calvi fête la 2000ème de l'émission aujourd'hui sur France 5 e premiere.fr, 12 a viz Ebrel 2010
  3. (fr) « Record d'audience pour "C'est dans l'air" » war blog Jean-Marc Morandini, 4 a viz Mae 2007
  4. (fr) [1] war blog Jean-Marc Morandini, 14 a viz Here 2009
  5. (fr) [2] war Ouest-France.fr, 15 a viz Here 2009

Liammoù diavaez

Kembali kehalaman sebelumnya


Index: pl ar de en es fr it arz nl ja pt ceb sv uk vi war zh ru af ast az bg zh-min-nan bn be ca cs cy da et el eo eu fa gl ko hi hr id he ka la lv lt hu mk ms min no nn ce uz kk ro simple sk sl sr sh fi ta tt th tg azb tr ur zh-yue hy my ace als am an hyw ban bjn map-bms ba be-tarask bcl bpy bar bs br cv nv eml hif fo fy ga gd gu hak ha hsb io ig ilo ia ie os is jv kn ht ku ckb ky mrj lb lij li lmo mai mg ml zh-classical mr xmf mzn cdo mn nap new ne frr oc mhr or as pa pnb ps pms nds crh qu sa sah sco sq scn si sd szl su sw tl shn te bug vec vo wa wuu yi yo diq bat-smg zu lad kbd ang smn ab roa-rup frp arc gn av ay bh bi bo bxr cbk-zam co za dag ary se pdc dv dsb myv ext fur gv gag inh ki glk gan guw xal haw rw kbp pam csb kw km kv koi kg gom ks gcr lo lbe ltg lez nia ln jbo lg mt mi tw mwl mdf mnw nqo fj nah na nds-nl nrm nov om pi pag pap pfl pcd krc kaa ksh rm rue sm sat sc trv stq nso sn cu so srn kab roa-tara tet tpi to chr tum tk tyv udm ug vep fiu-vro vls wo xh zea ty ak bm ch ny ee ff got iu ik kl mad cr pih ami pwn pnt dz rmy rn sg st tn ss ti din chy ts kcg ve 
Prefix: a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9