C (lavar programmiñ)C
Ul lavar programmiñ kompilet eo al lavar C. Gallout a ra ur program skivet e C bezañ kompilet evit meur a reizhiad korvoiñ evel Microsoft Windows, Unix, Linux, ha kalz re all. Dre m’eo C ul lavar tost da hini ar mikroprosesor e c’heller sevel programmoù efedus-kenañ ennañ, met evit ar memes abeg eo diaesoc’h programmiñ e C evit el lodenn vrasañ eus al lavarioù all. Implijet eo al lavar C evit skrivañ reizhiadoù korvoiñ, ha dreist-holl o gwiskadoù izel evel ar c’hraoñell, met ivez meziantoù a bep seurt: meziantoù burev, ostilhoù, c’hoarioù, hag all. IstorKrouet eo bet al lavar C er bloavezhioù 70 gant Brian Kernighan ha Dennis Ritchie, da gentañ evit sevel ar reizhiad korvoiñ Unix. Er mare-se e oa ar reizhiadoù korvoiñ skrivet en asambler, lavar pep mikroprosesor; neuze e oa ret adskrivañ anezho evit pep mikroprosesor, ha diaes e oa bewech. Dre ma oa skrivet ul lodenn vras eus mammenn Unix e C e oa ur c’hod hepken a c’helled kompilañ evit pep mikroprosesor, ha ne oa ret skrivañ en asambler nemet lodennoù bihan ar vammenn. DoareoùLakaet o deus Kernighan ha Ritchie da c’houzout al lavar C en o levr, The C programming language (1978). War-lerc’h eo deuet an doare-se d’al lavar da vezañ anavezet evel K&R C (Kernighan ha Ritchie). E 1989 eo deut er-maaz un doare d’al lavar C standardizet gant an ANSI, anvet ANSI C. Deut eo er-maez doareoù nevez ha modernoc’h al lavar e 1999 (C99), 2011 (C11) ha 2018 (C18). Mammenn ur program CMammenn ur program C, da lavarout eo an destenn skrivet gant ar programmer, zo ur restr destenn pe meur a hini, ".c" o astenn dre gendiviz. Evit lañsañ ar program e ranker lakaat ur c’hompiler da lenn ar vammenn ha produiñ ur restr da beurgas. Kompilerioù C zo evit al lodenn vrasañ eus ar reizhiadoù korvoiñ ha meur a hini zo meziantoù frank, en o zouesk gcc[1], kompiler C GNU Compiler Collection), ha clang[2], kompiler C LLVM. Framm ur program CEn ur program skrivet e C e kaver ur fonksion anvet "main", peurgaset e penn kentañ pa vez lañset ar program. Da skouer, sed amañ ur program dematañ : int main(int argc, char **argv) {
printf("Demat d’an holl !");
}
Echuiñ a ra pep linenn gant ur pik-virgulenn (;). Gallout a reer lakaat notennoù etre /* ha */. Ar c’hompiler ne ra mann ebet ganto, met gallout a reont bezañ talvoudus evit lennerien ar program. int main(int argc, char **argv) {
printf("Demat d’an holl !"); /* Gwelloc’h bezañ seven gant an implijer */
}
Gwelout ivez
Daveoù |