Brehon B. SomervellBrehon B. Somervell
Brehon Burke Somervell, ganet d'an 9 a viz Mae 1892 hag aet da Anaon d'an 13 a viz C'hwevrer 1955, a oa ur jeneral eus arme ar Stadoù Unanet ha penn jeneral en Army Service Forces e-pad an Eil Brezel-bed, etre 1942 ha 1945. Gant ar renk-se e oa e karg eus dafariñ an arme. Pa 'z eas da Anaon, ar Washington Post a zeskrivas anezhañ evel "unan eus an ofiserien varrekañ a voe produet gant lu ar Stadou Unanet"[1]. Evel penn d'an divizion sevel United States Army Quartermaster Corps e 1941, Somervell a oa bet karget da sevel un heuliad kampoù ha savadurioù evit lojañ ha gourdoniñ an niver uhel a emezelidi a oa bet el lu. Evel boaz, Somervell a oa deuet a-benn da seveniñ ar savadurioù lies ha pouezus evit an nerzh brezel hep kaout dale. E-touez an holl vennadoù pouezus e voe unan pouezusoc'h eget ar re all, hag a oa hini ar Pentagon. Ar chanter a voe hir ha kasaüs evit ar jeneral, met hiziv an deiz c'hoazh ez eo e bennoberenn. Ar Pentagon a zo brudet dre ar bed a-bezh abaoe fin al labourioù, d'ar 15 a viz Genver 1943. Notennoù
|