BeylikUr beylik (ger turkeg) zo un dachenn dindan beli ur bey. En Istor ez eus bet daou brantad disheñvel evit pezh a sell eus ar beylikoù (pe priñselezhioù Anatolia). Ar prantad kentañ (XIvet kantved) pa voe staliet emirelezhioù bihan turk renet gant beyed en Anatolia, betek ma renas sultanelezh seldjouk Roum. An eil prantad (etre kreiz an XIIIvet kantved ha fin ar XVvet kantved) betek ma renas an impalaeriezh Otoman. prantad kentañGoude emgann Manzikert (pe emgann Malazgirt) (26 a viz Eost 1071) e voe trec’het impalaeriezh Bizantion gant an Durked seldjouk. Un emglev a voe etre impalaeriezh Bizans ha Süleyman Shah, penn ar Seldjouked. Ar re-se a stalias ur sultanelezh e Konya (ar sultanelezh Roum) gant Nikee (bremañ Iznik) evel kêrbenn (1081-1097) ha goude Ikonium (bremañ Konya) (1097-1302). Etre an div impalaerezh e voe staliet klanioù, renet gant beyed a doue ul le gwazoniezh d’ar Seldjouked. eil prantadGant donedigezh ar Vongoled en Anatolia ha Bayju e penn o arme e rankas ar Seldjouked asantiñ dont da vezañ gwazed dezho e kreiz an XIIIvet kantved. Tennañ a reas splet ar beyed eus an darvoudoù evit disklêriañ o dizalc’hiezh e-keñver ar Seldjouked. War-dro 1300 e tizhas an Durked mor Egea hag un toullad stadoù a voe staliet a-hed ar mor Du ha mor Egea. E-touez ar beyliked-se e tiorroas buan hini an Otomaned hag a greskas gant ar brezel, an euredoù hag an arc’hant. Unaniezh Anatolia a voe peurechuet gant Süleyman Meurdezus e 1534. Beylikoù ar prantad kentañ
Beylikoù an eil prantad
Rannvroioù Anatolia na oant ket turk betek an OtomanedAr rannvroioù-se zo chomet kristen betek o aloubidigezh gant an Otomaned.
MammennoùTroet diwar pennadoù Wikipedia galleg ha turkeg |