Deskard junter-metaloù eo bet a-raok dimeziñ da Martine pa oa 18 vloaz. Daou vab o deus bet ha tad-paeron eo da g-Christopher Anquetil, ur mab da Jacques Anquetil, .
Etre 1978 ha 1986 e voe gwellañ marc'hhouarner ar bed. 216 gwech e voe trec’h pa oa marc’hhouarner a vicher (144 ma ne gonter ket ar c'hriteriomoù). Dre ma oa anezhañ ur paotr dornek e voe lesanvet ar "Broc'h bihan", ha da c'houde ar "Broc'h", rak ar broc'hed zo loened ha na lezont ket da dec’hel kuit ken aes se ar preizhoù tapet ganto.
D’an 9 a viz Du 1986 e paouezas gant ar vicher a varc'hhouarner, goude bezañ aozet ur redadeg belo-cross e Kesoue, e-kichenik Ilfinieg.
Jean Stablinski, bet marc’hhouarner ha kampion ar bed ivez, a voe e rener sport micherel kentañ. Ar Breizhad Cyrille Guimard, ur marc’hhouarner all, a voe e rener war-lerc’h. Da c’houde e redas e skipailh La Vie Claire a veze renet gant ar Suis Paul Koechli.
Tro-C'hall, 5 trec'h: 1978, 1979, 1981, 1982, 1985. (2l: 1984, 1986) (28 tennad gounezet gantañ; 78 gwech en deus gwisket ar roched velen; Renkadur dre boentoù e 1979 (2l plas, 1982; 3e plas 1978, 1981, 1986); Grand Prix de la Montagne e 1986 (2l: 1978, 1979, 1981); Priz ar stourm: 1984)
Tro Spagn, 2 drec'h: 1978, 1983 (6 tennad gounezet gantañ)
Troioù Bro-C'hall
Tro Bro-C'hall 1978 : Trec’hour ar renkadur hollek ha 3 zennad. 3 devezh gant ar roched velen.
Tro Bro-C'hall 1979 : Trec’hour ar renkadur hollek ha 7 tennad. 17 devezh gant ar roched velen. Trec’hour ar roched wer.
Tro Bro-C'hall 1980 : Dilez e-kerzh an (13vet tennad) ha 2 dennad ha rakredadeg gounezet gantañ. 4 devezh gant ar roched velen.
Tro Bro-C'hall 1981 : Trec’hour ar renkadur hollek, 4 zennad hag ar rakredadeg. 20 devezh gant ar roched velen.
Tro Bro-C'hall 1982 : Trec’hour ar renkadur hollek, 3 zennad hag ar rakredadeg. 12 devezh gant ar roched velen.
Tro Bro-C'hall 1984 : Eilvet plas er renkadur hollek ha trec’hour ar rakredadeg. 1 devezh gant ar roched velen.
Tro Bro-C'hall 1985 : Trec’hour ar renkadur hollek, 1 tennad hag ar rakredadeg. 16 devezh gant ar roched velen.
Tro Bro-C'hall 1986 : Eilvet plas er renkadur hollek ha 3 zennad gounezet gantañ. 5 devezh gant ar roched velen. Trec’hour ar roched-piz (gwellañ kraper).