Share to: share facebook share twitter share wa share telegram print page

 

Bartolome (abostol)

Ur pennad Bartolomé zo ivez.
Sant Bartolome, abostol, Penniliz Sant-Yann-Latran, Roma, Italia.

Bartolome, pe Bartelame[1], Barteleme[2], pe Bartelemi[3], pe Bertele[4], a oa unan eus daouzek diskibl Jezuz hervez Aviel Mazhev (10, 2,3), Aviel Mark (3,16-19) hag Aviel Lukaz (6,13-16)[5].

Meneget eo ivez e levr Oberoù an Ebestel (Ober. 1,13) pa vez bodet an diskibled er Gamblid[6].

Bibliourien zo a lavar ez eo ar memes den hag an Natanael a voe kinniget da Jezuz gant Filip (Yn 1, 45-51) met dizemglev a zo war ar poent-se.

Er mammennoù e sirieg e vez anvet pe Bartolome, pe Natanael bar (mab) Tolmai pe Natanael Bartolome Natanael[7].

Bet eo lakaet gant an iliz katolik war roll ar sent.

Istor ha hengoun

Merzherinti Sant Bartolome gant Giambattista Tiepolo

Avielet en defe Arabia, Persia ha marteze kornôg Indez gant an abostol Tomaz[8]. Tri hengoun disheñvel, hini Aleksansdria (gant Euzebius Kaesareia ha Hieronimos), levrioù kozh a-zivout ar verzherien, « Pasion » sant Bartolome a liamm avielerezh Bartolome ouzh Indez.

Hervez Euzebius Kaesareia e kavas Panten a Aleksandria pa yeas da Indez skouerennoù eus Aviel Mazhev bet lezet e ti tud zo gant Bartolome pa oa deuet di da avielañ[9]. Memes titour a voe roet Jerom a Stridon a lavar ouzhpenn e tistroas Panten gant ur skouerenn eus al levr [10].

Hervez an hengoun kristen e vefe bet oc'h avielañ Armenia gant Tomaz ha Jud ivez[11]. Karget e vefe bet Bartolome da avielañ bro Albanopolis. Merzheriet e vefe bet er gêr-se a vefe per ur gêr eus Armenia Vihan, pe ur gêr eus su menezioù ar C'haokaz[12]. Hervez al Legenda aurea, e vefe bet digroc'henet ez-vev, staget ouzh ur groaz ha dibennet.

Treuzkaset e vez an hengounioù-se gant Iliz apostolek Armenia.

Azaouet e vez e relegoù en Penniliz San Bartolomeo all'Isola e Roma.

Sant-paeron ar gigerien, ar givijerien hag ar geinerien levrioù eo Sant Batolome. Lidet e vez d'ar 24 a viz Eost gant ilizoù kristen ar C'hornôg ha d'ar 25 gant ilizoù ar Reter. Liammet eo an deiziadoù-se eus a deiz ma voe kaset e relegoù da Enez Lipari e 580GJK moarvat.

Lidet e vez deiz-ha-bloaz e verzherinti d'an 11 a viz Mezheven gant ilizoù ar Reter.

Sant Bartolome o telc'her ar gontel a servijas d'e verzheriañ hag e groc'hen, darn eus murlivadur ar Varn Diwezhañ er Chapel Sistina gant par Miachelangelo Buonarroti.

Notennoù ha daveennoù

  1. Daou stumm d'an anv zo roet e Geriadur Hemon-Huon : Bartelame, evel anv ur gumun, ha Bertele.
  2. Barteleme e 1837, en adembannadur Buhez ar Sent, gant Glaoda Marigo.
  3. Troidigezh ar Bibl gant Gwilh ar C'hoad, 1897, p 840
  4. Skrivet Berthele e Buhez ar Sent e 1912. A-hend-all e kaver Bertheleme e-giz anv-familh.
  5. Troidigezh ar pevar Aviel dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm, 1969, p 27, p 91 ha p 151
  6. Troidigezh an Testamant Nevez dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm, 1971, p 282
  7. (fr)Don Régis Moreau, Thomas en Chine : les sources in L'Apôtre Thomas et le christianisme en Asie, emabannadurioù AED, Pariz, 2013, p 41.
  8. (fr)Ilaria Ramelli, L'arrivée de l'Évangile en Inde et la tradition sur saint Thomas in L'Apôtre Thomas et le christianisme en Asie, embannadurioù AED, Pariz, 2013, p 67-69.
  9. (fr)Euzebius Kaesareia, Istor an Iliz, 10, 3, meneget gant Ilaria Ramelli, e L'arrivée de l'Évangile en Inde et la tradition sur saint Thomas in L'Apôtre Thomas et le christianisme en Asie,embannadurioù AED, Pariz, 2013, p 65
  10. (fr)Ilaria Ramelli, L'arrivée de l'Évangile en Inde et la tradition sur saint Thomas in L'Apôtre Thomas et le christianisme en Asie, embannadurioù AED, Pariz, 2013, p 66
  11. (fr)Maxime Yevadian, Le catholicos arménien Sahak Dzoroporetsi et l'Église de Chine in L'Apôtre Thomas et le christianisme en Asie, embannadurioù AED, Pariz, 2013, p129
  12. (fr)Maxime Yevadian, Le catholicos arménien Sahak Dzoroporetsi et l'Église de Chine in L'Apôtre Thomas et le christianisme en Asie, embannadurioù AED, Pariz, 2013, p 130
Kembali kehalaman sebelumnya


Index: pl ar de en es fr it arz nl ja pt ceb sv uk vi war zh ru af ast az bg zh-min-nan bn be ca cs cy da et el eo eu fa gl ko hi hr id he ka la lv lt hu mk ms min no nn ce uz kk ro simple sk sl sr sh fi ta tt th tg azb tr ur zh-yue hy my ace als am an hyw ban bjn map-bms ba be-tarask bcl bpy bar bs br cv nv eml hif fo fy ga gd gu hak ha hsb io ig ilo ia ie os is jv kn ht ku ckb ky mrj lb lij li lmo mai mg ml zh-classical mr xmf mzn cdo mn nap new ne frr oc mhr or as pa pnb ps pms nds crh qu sa sah sco sq scn si sd szl su sw tl shn te bug vec vo wa wuu yi yo diq bat-smg zu lad kbd ang smn ab roa-rup frp arc gn av ay bh bi bo bxr cbk-zam co za dag ary se pdc dv dsb myv ext fur gv gag inh ki glk gan guw xal haw rw kbp pam csb kw km kv koi kg gom ks gcr lo lbe ltg lez nia ln jbo lg mt mi tw mwl mdf mnw nqo fj nah na nds-nl nrm nov om pi pag pap pfl pcd krc kaa ksh rm rue sm sat sc trv stq nso sn cu so srn kab roa-tara tet tpi to chr tum tk tyv udm ug vep fiu-vro vls wo xh zea ty ak bm ch ny ee ff got iu ik kl mad cr pih ami pwn pnt dz rmy rn sg st tn ss ti din chy ts kcg ve 
Prefix: a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9