Agnes von KurowskyAgnes von Kurowsky, pe Agnes von Kurowsky Stanfield (1892, Germantown, Philadelphia, Pennsylvania – 1984), a oa ur glañvdiourez stadunanat a vije bet diazez tudenn "Catherine Barkley" e romant Ernest Hemingway, A Farewell to Arms. Implijet e voe darvoudoù eus e vuhez en Italia gant Hemingway evit sevel dek danevell. Tud a faltazi, diazezet war e glañvdiourez Kurowsky, a weler en danevelloù A Very Short Story, The Snows of Kilimanjaro, hag A Farewell to Arms. He buhezAgnes von Kurowsky Stanfield a oa ganet d'ar 5 a viz 1892, en Germantown, Philadelphia, Pennsylvania. Pa reas he zud anaoudegezh e oa he zad polonat o kelenn yezhoù e skol Berlitz Washington, D.C.. Nizez e oa d'an tisavour William Holabird, eus Chicago, hag a-berzh -mamm e oa merc'h -vihan d'ar jeneral Samuel Beckley Holabird. Meur a wech e tilojas an tiegezh hogen e Washington e oa ar gêr, hervez kalon Agnes. Skoliet e voe e Fairmont Seminary, heuliaén a reas ur stummadur evit labourat e levraoueg kêr Washington. E 1910 edo o labourat eno. En 1914 e tilezas al levraoueg da vont d'ur skol klañvdiourezed. Re c'horrek ha dizarvoud e kave al levraoueg, emezi, un dra bennak birvidikoc'h a felle dezhi. Klañvdiourez e oa Agnes von Kurowsky en un ospital amerikan en Milano e-pad ar Brezel-bed kentañ . Unan eus ar glañvourien e oa Hemingway, ha karantez a vagas outi. Goude ar brezel, distro Hemingway da SUA, edo ar skrivagner o c'hortoz Kurowsky da zont d'e gaout, ha da zimeziñ. E-lec'h kement-se e resevas ul lizher diganti da lakaat fin d'o darempred. Distreiñ a reas Agnes da SUA, met gwech ebet n'en em adweljont. BezBeziet eo e Washington DC e bered an arme. Levrlennadur
Film
Liammoù diavaez |