Share to: share facebook share twitter share wa share telegram print page

 

7,62 × 51 mm NATO

7,62 × 51 NATO
.308 Winchester
Skeudenn ar pennad 7,62 × 51 NATOA gleiz da zehou : kalibroù 12,7 NATO, .300 Winchester Magnum, 7,62 x 51 NATO, 7,62 × 39 mm, 5,56 NATO, ha .22 LR
Doare
Doare douilhez kreuzenn
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Muzulioù
Ø bannadell 7,82 mm
Ø trogleuziñ 7,62 mm
Ø kolier 8,8 mm
Ø skoaz 11,5 mm
Ø korf an douilhez 11,9 mm
Ø strad 12,01 mm
Tevder ar strad 1,3 mm
Hirder an douilhez 51,18 mm
Hirder ar gartouchenn 71,12 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 10 - 11 g
Tizh mont e-maez V0 790 - 856 m/s
Gwask ar gazoù d'ar muiañ 4.150 bar
Energiezh ar vannadell 2.559 - 2.627 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

An .308 Winchester pe 7,62 × 51 mm OTAN (hervez e anv ofisiel AFNA « 7.62 NATO ») a zo ur munision evit an armoù rizennet o c'hanolioù (karabinennoù ha fuzuilhoù) savet er bloavezhioù 1950 gant an embregerezh Winchester ha choazet da standard gant broioù AFNA evit an armoù bihan o c'halibr.

Istor

Savet e oa bet goude an Eil Brezel-bed da gemer plas ar munision standart .30-06 Springfield en arme Stadoù-Unanet Amerika. Hemañ a veze implijet abaoe 1906 met diamzeriet e oa deuet da vezañ abalamour dezhañ da vezañ re bonner, re vras ha re a argil gantañ da vezañ implijet en emgannoù. Ar 7,62 × 51 mm zo bihanoc'h ha skañvoc'h evit an .30-06, met ken kapabl evitañ pa denner etre 300 ha 600 metr.

Gwerzhet e voe evel munision sivil gant Winchester adalek 1952 ha lakaet da bourvezañ ar fuzuilh M14 e 1954 gant arme Stadoù-Unanet Amerika. Implijet e voe ivez en armoù arouezius deus ar Brezel Yen evel er fuzuilh-emgann FN FAL pe ar mindrailherezioù M60 hag FN MAG. Armoù modernoc'h evel ar fuzuilh-arsailh FN SCAR-H a ra gantañ ivez. Unan deus ar munisionoù implijetañ eo gant ar chaseourien er bed a-bezh, pe e vefe da chaseal bronneged bras (yourc'hed, kirvi, moc'h-gouez, kirvi-dour) pe da dennañ pell.

Ar 5,56 × 45 mm NATO en deus hiziv an deiz kemeret e blas evel munision diazez soudarded AFNA, ha eñ skañvoc'h hag aesoc'h da vestroniañ pa denner er mod aotomatek. Implijet e vez c'hoazh evit tennoù resis e-kichen munisionoù all evel ar 6,5 Creedmoor pe an .338 Lapua Magnum, a zo o kemer e blas tamm-ha-tamm abalamour dezhe da vezañ resisoc'h ha galloudusoc'h pa denner pell.[1]

Daveennoù

  1. (fr) STENG E., Tir de précision militaire : les tendances actuelles, Cibles HS n°41, Nevez-amzer 2024, p. 6-14
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan
Kembali kehalaman sebelumnya


Index: pl ar de en es fr it arz nl ja pt ceb sv uk vi war zh ru af ast az bg zh-min-nan bn be ca cs cy da et el eo eu fa gl ko hi hr id he ka la lv lt hu mk ms min no nn ce uz kk ro simple sk sl sr sh fi ta tt th tg azb tr ur zh-yue hy my ace als am an hyw ban bjn map-bms ba be-tarask bcl bpy bar bs br cv nv eml hif fo fy ga gd gu hak ha hsb io ig ilo ia ie os is jv kn ht ku ckb ky mrj lb lij li lmo mai mg ml zh-classical mr xmf mzn cdo mn nap new ne frr oc mhr or as pa pnb ps pms nds crh qu sa sah sco sq scn si sd szl su sw tl shn te bug vec vo wa wuu yi yo diq bat-smg zu lad kbd ang smn ab roa-rup frp arc gn av ay bh bi bo bxr cbk-zam co za dag ary se pdc dv dsb myv ext fur gv gag inh ki glk gan guw xal haw rw kbp pam csb kw km kv koi kg gom ks gcr lo lbe ltg lez nia ln jbo lg mt mi tw mwl mdf mnw nqo fj nah na nds-nl nrm nov om pi pag pap pfl pcd krc kaa ksh rm rue sm sat sc trv stq nso sn cu so srn kab roa-tara tet tpi to chr tum tk tyv udm ug vep fiu-vro vls wo xh zea ty ak bm ch ny ee ff got iu ik kl mad cr pih ami pwn pnt dz rmy rn sg st tn ss ti din chy ts kcg ve 
Prefix: a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9