6,5 × 50 mm Arisaka
Ar 6,5 × 50 mm Arisaka, anvet ivez 6,5 × 50 mm SR Arisaka pe 6,5 × 51 R (Arisaka) gant ar C.I.P. a oa ar munision standart implijet e fuzuilhoù ha mindrailherezioù an arme japanat eus 1897 betek fin an Eil Brezel-bed. IstorRont e oa boledoù ar 6,5 × 50 mm Arisaka pa voe degemeret ar c'halibr gant an arme japanat adalek 1897. Kemer a rae plas ar munisionoù 8 × 52 mm Murata. Hervez an anv ofisiel e japaneg e veze graet Stumm 30 eus ar munision nevez abalamour dezhañ bezañ bet degemeret da vare 30vet bloavezh ar mare Meiji. E 1907 e voe kemmet ar gartouchenn ha lakaet he boled da vezañ begek (Spitzer) evit gwellaat he ferzhioù bannouriezh. Anvet e voe Type 38 ar munision kemmet. Implijet e veze er fuzuilhoù Arisaka Stumm 38 dreist-holl. Gwanoc'h e oa ar munision koulskoude evit ar re broduet er memes poent e broioù all (.303 British er Rouantelezh-Unanet pe .30-06 Springfield e Stadoù-Unanet Amerika) ha dilezet e voe en ur mod ofisiel e fin ar bloavezhioù 1930 pa voe dibabet ar fuzuilhoù Stumm 99 hag o munisionoù 7,7 × 58 mm gant an arme. Evit gwir e voe implijet betek 1945 ar fuzuilhoù Arisaka Stumm 38 hag o munisionoù gant lu an Impalaeriezh. Sinaiz a implijas stokoù 6,5 × 50 mm ivez tapet da vare ar brezel a-enep Japan. Daveennoù
|