.40 S&W
An .40 S&W (pe 10,2 × 22 mm) zo ur munision evit an armoù-dorn ijinet e 1990 gant an embregerezhioù stadunanat Smith & Wesson ha Winchester. O fal e oa pourvezañ polis o bro gant kartouchennoù uhel o galloud-herzel met aesoc'h da implijout ha bihanoc'h evit ar .45 ACP. Deveret eo eus an 10 mm Auto. IstorGanet e oa ar goulenn evit ur munision nevez goude fuzuilhadeg 1986 e Miami, e-lec'h ma voe lazhet daou ezel eus an FBI. An ajañs stadunanat a grogas neuze da amprouiñ munisionoù nevez evel an 9 mm Parabellum hag ar .45 ACP evit implijout anezhe e pistolennoù, pa raent betek-neuze gant revolverioù izel o endalc'h ha kambret e .357 Magnum[1]. Tamm-ha-tamm e tostaas an FBI ouzh Smith & Wesson evit sevel ur munision nevez a gordje gant o c'hoantoù. Krouet e voe an .40 S&W diwar o labour[2]. Bremañ e vez implijet ar c'halibr-mañ gant nerzhioù-surentez a bep seurt er Stadoù-Unanet hag e Kanada, Brazil hag Aostralia. Kalz pistolennoù a-vremañ a ginnig stummoù kambret evitañ. Daveennoù
|