.380 ACP Arabat eo droukveskañ gant .38 ACP.
An .380 ACP (evit Automatic Colt Pistol), anvet ivez .380 Auto, 9 × 17 mm, 9 mm Browning, hag hervez ar broioù 9 mm Short, 9 mm Kurz, 9 mm Corto pe 9 mm Browning Court (e anv ofisiel hervez ar CIP) zo ur munision evit an armoù-dorn ijinet gant John Browning ha kinniget gant an embregerezh Colt e 1908 evit e bistolenn Colt Model 1903 Pocket Hammerless. Deveret eo eus ar c'hartouchennoù .38 ACP. ImplijGwerzhet e voe er Stadoù-Unanet adalek 1908 hag en Europa adalek 1912. Implijet e voe evel kartouchenn standart gant armeoù un nebeud broioù a-raok an Eil Brezel-bed : Tchekoslovakia, Hungaria, Italia (er Beretta M1934), an Izelvroioù ha Yougoslavia. Kemeret e voe e blas gant ar c'hartouchennoù galloudusoc'h 9 mm Parabellum ha 9 mm Makarov hervez ar broioù goude ar brezel. Kalz ofiserien eus ar Wehrmacht a implije anezhañ e pistolennoù Walther PPK prenet gante o-unan. An .380 ACP zo e-touez ar c'halibroù poblekañ evit an armoù-dorn goude an 9 mm Parabellum hag ar .45 ACP[1]. An holl broduerien armoù-dorn brudet a-vremañ (Glock, CZ pe SIG Sauer en o zouez) a werzh armoù kambret er c'halibr-mañ. Gellet a ra bezañ implijet e armoù-dorn bihan pe etre a-drugarez d'e hirder ha d'e ledander izel[1]. Al Liberator, unan eus an armoù kentañ a c'halled fardañ gant ur voullerez 3D, a zo kambret e .380 ACP[2]. Daveennoù
|